Edward James Roye (3 a viz C'hwevrer 1815 - 11 a viz C'hwevrer 1872) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro.
Ganet e oa bet e Newark (Ohio, Stadoù-Unanet). Dre ma oa pinvidik e dad, perc'hennet gantañ douaroù en Indiana hag en Illinois, e c'hellas Roye mont d'ober studioù uhel. Divroañ a reas da Liberia e 1846 hag ober kenwerzh eno.
Dilennet e voe da brezidant e 1869. Pa grogas gant e garg d'an 3 a viz Genver 1870 e oa ar vro en un enkadenn ekonomikel. Mont a reas Roye da Londrez evit ober amprestoù a-benn seveniñ ur programm sevel hentoù ha skolioù en e vro. Digreskiñ a reas an ezporzhiañ produioù abalamour da gevezerezh broioù all er c'henderc'hiñ kafe pe sukr. Dibosupl e voe da Liberia resteurel an arc'hant d'ar bankoù saoz ha tizhet e voe ar vro gant ar resediñ.
Tennet e voe e garg digantañ d'ar 26 a viz Here 1871. Ur marv trumm a gavas d'an 11 pe d'an 12 a viz C'hwevrer 1872 : pe e voe lazhet, pe e veuzas.